Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 12.02.2018

51 munut

Liv an Amzer

Gant : Gael Pedron

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Setu ar pezh a vo klevet en abadenn 'mañ :

Kroget eo ar c'hoarioù olimpek digwener paseet e Su-Korea.
47 sportour ag Russia a zo bet tapet oc'h em dopañ. Ha setu ez eus bet difennet dezhe kemer perzh er c'hoarioù Olimpek. Hag ar blantenn emañ o vont de ginnig deoc'h Patrig a zo unan a c'hell cheñch emzalc'h ar c'horf, ar rezin teven.
Plantenn ha Plantenn (selaouit adal 2'30 en enrolladenn)

Faota ket kaout aon kement-sen dirak ar marv.
Aes eo da lar. Pezh 'zo, pa asanter komz ag an dra-sen ag mont adarre e lec'hioù 'zo e c'heller gwellet an traoù get ur sell arall. Aozet ez eus bet un darvoud get ar vugale, e vered Baod. Setu kronikenn Christophe Guilloux, Damp 'Soñj (15')

Adal pegoulz ez eus tu lâr « aze e c'hellamp komz ag istoer Breizh » ?!
Fin an impalaerezh Roman, evit ar C'hozh Noe. Setu ur gronikenn nevez àr Radio Bro Gwened, Relegoù an istor (25')

Hiriv an deiz ez eus un diouer braz a vedisinerien àr ar maezioù.
Lod vrasañ anezhe a labour er c'herioù bras ha dazont ar sistem yec'hed zo en arvar evit ar re a zo o chom pell d'an ospitalioù. Gaelle Pedron zo ur vaouez yaouank, medisinerez familh ba kreiz breizh, e Gwareg. Un hent divoutin evit ur rummad medisin. Ma n'eo ket ingal kaout ur vedisinerez yaouank er C'hreiz Breizh eo souezhusoc'h c'hoeah pand eo gouest de gomz brezhoneg. Un atersadenn kinniget get Marc-Antoine Ollivier, ag Radio Kreiz Breizh. (33')
Tonioù :
- Lynda Lemay, La visite
- Titom, Valse ou presque
- Magnet, Lay Lady Lay

Kas ur gemennadenn