Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.02.2018

2 vunud

NDDL : 40 000 den é lidin fin ar raktres aerborzh

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Disadorn zo bet lidet dazont Kernitron al Lann. 40 000 den o deus en em ziblaset hervez an aozerien, teir sizhunvezh goude ma vefe bet dilezet ar raktres sevel un aerborzh. Ur bodadeg a vez aozet bep bloaz deus ar goañv, met gant ul liv ispisial ar bloaz-mañ. Emañ eneberien ar raktres bremañ etre joa da vezañ bet trec'h war ar gouarnamant, hag anken dirag dazont an tachennoù dieubet. Tunvezh Wlagen-Grandjean a zo aet da welet an dud, evit anavezout o zro spered. Pouchig a voe deuet deus Plougastel-Daoulas, evit tremen an devezh hag an nozvezh e Kernitron al Lann.