Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 14.02.2018

51 munut

Liv an Amzer

Gant : André Le Meut, Axel Landeau

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Kreiz Breizh Akademi 7, ar bleiad nevez a zo lakaet e plas bremañ, kroget eo ar stummadur ! Didier Ar Meut hag Axel Landeau a vo klevet, hag un tammig ton nevez de lakaat ac'hanoc'h de glevet ar labour kroget gete (adal 28')

Ur prantad iskis, drol, a zo bet pand eo bet dizoloet ar radioaktiveleh. Ne ouie ket an dud e oe ret diwall. Distreiñ 'ray Loeiz Belleg àr an mare-sen, en e gronikenn àr hentoù an antroposenn. Faota ket bout souezhet selaouerion ket prestet em eus ma vouezh evit gober brudereh ar mare-sen (25')

A-benn ar fin c'hui peus klevet e oen sot get Kebek, ha n'on ket ma unan àr ar seblant ker ba Tonioù Trips hiriv e vo klevet Bernard Adamus, get Gael Le Du (40'30)

Klevet e vo e Kornad ar vugale penaos e ra Didier Mercier evit lakaat ar vugale de gomz e brehoneg, get atalieroù brav (9'30)

Teñzor ar brezhoneg Komzet get Yann-ber Guyader ag Radio Kreiz Breizh (3')

Hag el bemdeiz e vo klevet un nebeut kinnigoù riboul !

Tonioù :
- Willie Colon, El Gran Varon
- Plantec, Speedwell (Pachpi)

Adkavit ac'hanon àr facebook de ginnig din tonioù, pe de reiñ ho ali à-ziar an abadenn! Selaou brav deoc'h

Kas ur gemennadenn