Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.04.2018

1 munut

4vet devezh skarzhan er ZAD

Pennad-komz kaset da benn gant : Tudual Karluer

Arru omp gant ar pevare devezh skarzhañ ar ZAD e Kernitron al Lann. Abaoe dilun ma oa bet staget ganti zo klasket diskwel harpañ an dud war ar ZAD, e meur a lec'h ha dre veur a vod. Dimeurzh 'oa bodet tud dirak an uzin Nobelsport e Pont ar Veuzenn, 'kichen Kastellin, kement ha desachañ archerien eno da skouer. En departamant an Drome hirie eo bet aloubet ti-kêr Die, gant ur c'hant bennaket a dud. Met a-raok se, dimeurzh dija, 'oa bet graet kement all e Tremargad, parrouz vihan e kreiz Breizh, 200 a dud o chom enni. Aloubet an ti-kêr gant ur 15 bennaket a dud, hag un trakteur da-heul memes tra. War don ar fent 'oa bet graet, ar soñj 'oa skrapañ ha derc'hel an intron vaerez, met diaes an dra p'emañ-hi a-du gant goulennoù ar vanifesterien, 'enep doareoù feuls an archerien, hag evit ma vo difennet an dud hag an douaroù. Un tamm sell war an ambiañs eno dimeurzh 'ta, gant TK.