Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.04.2018

2 vunud

Chom a raio digor porzh Penmarc'h.

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Dibaoe muioc'h eget ur bloavezh bremañ emañ ar besketerien oc'h en em gannañ evit ma chomo bev porzh Sant Wenole. Gant ar porzh o serriñ e vefe ekonomiezh ar barrez en he-fezh hag a dapfe un taol fall. Ar gevredigezh Transition Bleue a oa bet savet gant ar pal-se, da grouiñ liamm etre labourerien ar mor kentoc'h eget kevezerezh en diaezamant. O strivoù n'int ket bet graet en aner. E emvod Sindikad Mikst ar vro Vigouden hag ar C'hab Sizun, zo bet diskleriet ma vo dalc'het digor holl porzhioù ar vro. Robert Bougeon, bet prezidant Komite Pesketerezh an Departamant, a oa en emvod. Emañ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.