Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.04.2018

2 vunud

Generations, setu anv ar strollad nevez get Benoit Hamon.

Pennad-komz kaset da benn gant : Yaëlle Le Mouël

Ur luskad a-gleiz hag ekologel lec'h ma vez kinniget gober politikerezh en ur mod arall. Benn àrc'hoazh en Oriant e vo kinniget ur brezegenn a-ziàr an Europ hag an ekonomiezh. Pedet eo ar gannadez european Isabelle Thomas da gomz àr un dro get Aurore Lalucq hag a kelennerez ekonomiezh ha mouezh aotreet ar strollad politikel. An emgav a zo roet 'benn àrc'hoazh da 8eur da noz er cite Allende en Oriant.Yann Rio a zo ezel ar strollad-mañ. hiroc'h e lara deomp.