Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 16.04.2018

4 munut

Kernitron al Lann : Miliadoù a dud en Naoned ha war ar ZAD

Pennad-komz kaset da benn gant : Tudual Karluer

Disadorn d'abardaez 'oa ur vanifestadeg en Naoned da souten ar ZAD. Abaoe ur sizhunvezh zo krog da skarzhañ ar ZAD e Kernitron al Lann, ha distrujiñ ar pezh zo bet savet warni, kabanennoù d'an dud da vevañ enne, atalieroù, kreier. Met n'eo ket en em laosket an dud d'ober, ha tud all diavaez n'asantont ket ivez an doareoù feuls zo bet graet gante. Dre se 'oa galvet da vanifestiñ en Naoned disadorn, ha d'en em vodañ war dachenn ar ZAD, lec'h n'eo ket degouezhet an archerien c'hoazh, kement hag adsevel tiez. Ha respontet zo Ya, sur deoc'h, ur 7000 bennaket a dud 'oa kontet en Naoned disadorn, ha miliadoù er ZAD disul, muioc'h evit an deiz 'raok kredapl, met start reiñ ur sifr, o welet penaos eo stummet an dachenn, ha strewiet an dud warni.
Ha 'benn fin, ur wezh deut an noz, hag aet an archerien goude un tamm kann diwezhañ, zo bet gellet kas ar framm koad betek ar Gourbi, war ar blas soñjet da gentañ, ur gwir trec'h evit an dud war ar ZAD. Met un trec'h bresk en amzer, da c'hortoz zo 'vo feuls ar sizhunvezh adarre.
Ur reportaj gant Tugdual Garluer