Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 16.04.2018

2 vunud

Tradi Deiz : 1500 dansour e Gwened benn disul.

Pennad-komz kaset da benn gant : Yaëlle Le Mouël

Savet e vo an darvoud Tradi deiz evit an navet gwezh e palez an arzoù. Setu lodenn getañ ar c'honkour dañs aozet get ar c'hevredad Kendalc'h. Ur lodenn ma vez ret d'ar c'helc'hioù kelteg kinnig dañsoù mod hengounel, frouezh un hir a labour. E-pad miziadoù o deus pleustret àr meur a zañs hrevez o rummad evit bout prest 'benn disul. Aze e vo kelc'hioù an holl rummadoù, adal ar pevarvet betag an excellence. Donet a ray ouzhpenn 50 strollad en holl. Goude ar c'honkour e vo dibunet er c'hreiz-kêr ha danset e jardrin ar mogerioù kreñv. Youena Baron, karget a gehentiñ e Kendalc'h a lar deomp pelloc'h.