Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 17.04.2018

48 munut

Liv an Amzer

Gant : Fulup Kere

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Hiriv e vo adkavet Jo Morvan ha Daniel Carre, de heuliañ istoer Loeiz Herrieu, paotr kaset a-hed ar brezel braz pell ag e familh. Skrivet en doe bep suhun d'he vuiañ karet, ha prizius kenañ eo an testemoni hiriv an deiz, ohpenn kant vlez 'zo. Ar suhun paseet e oe bet kaozeet ag ar c'houzk, kenderc'hel 'ra an eskemm get Daniel Carre, klevet e vo ar peurrest, ha ni 'yay ivez de glevout petra 'choarveze àr ar linenn gentañ pe oe ret pe get mont e-biou, Ar benn me glin e skrivañ deoc'h a zo e-penn kentañ an abadenn.

Ha petra 'nem guzh ar dreñv an anv Loeiz ? Setu ar reskont get Serj Bozeg, Ar dreñv ar gerioù, ur gronikenn de glevout da 22' en enrolladenn a-us.

Fulub Kere, rener DAO - Deskiñ d'An Oadourien a zo o labourat àr ur raktres nevez :
graet e vo kentelioù dre videoioù lakaet ar an internet. BEV, setu anv ar raktres, argantaouet e vo get ar redadeg. Fulup Kere doc'h mikro Laetitia Fitamant, adal 31'

Pereg em lak an dud de vazailhal ? Ar reskont da 38' get Morgane Bramoullé, 2 vutunenn evit komprenn.

Tonioù :
- Loened Fall, ar c'hogig bihan
- De La Soul, It ain't all good feat. Chaka Khan
- Panda Dub, Unknown Attack

Kas ur gemennadenn