Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 09.05.2018

51 munut

Liv an Amzer

Gant : Maksim Touzet, Marthe Vassalo

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Hiriv ez eus bet klevet àr-eeun doerioù hag ar Redadeg, Tremenet int dre Sant-Ervlan dimeurzh de vintin, ha dre Gwened dec'h da noz, an anderv 'mañ e vint kostez bro An Oriant, Maksim Touzet a zo e skipailh ar Skar, tud a volonte vat oc'h ober àr-dro ar surentez, an aozañ, o redek noz ha deiz, o heuliañ ar Redadeg a-c'houde ar penn kentañ, muioc'h a zisplegadennoù adal 11' en enrolladenn a-us!

Klevout a rimp ivez Marthe Vassalo, labouret hi deus àr buhez Maryvonn Le Flem, Marivonn Vraz, displeg a ra piv e oe ha penaos eo an arvest a vo graet geti an dibenn-suhun 'mañ e Langonned. An atersadenn 'zo de selaou adal 35'.

Adkavet hon eus ivez ar mezegez Gael Pedron, hag hirroc'h de c'houzout geti da 7'.

Tro-lavar Teñzor ar brezhoneg komzet get Marie-Laure Groix ha Yann-Ber Guyader, a zo bet skignet e penn kentañ Liv an Amzer.

Tonioù:
- Denez Prigent, Mil Hent
- Ar re yaouank, Breizh Positive

Kas ur gemennadenn