Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 15.05.2018

33 munut

Liv an Amzer

Gant : Jean Brichet, Colline Hoarau

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Skarzhet e vez ar stourmerien a-enep d'ar lezenn ORE (orientation et réussite des étudiants) an eil àr lec'h egile er skolioù-veur. Dilun da vintin e oa bet dihunet ar studierien a oa o kousket e kampus Roehon 2 get ar CRS-ed, n'eo ket 'blamm da se eo echu an traoù. Tro hon eus bet da gomz get Jean Brichet, studier àr an istoer e Roazhon 2, displeget en deus hirroc'h àr-eeun da vintin. Selaouit an eskemm adal 10' en enrolladenn a-us. (Diwallit, ur gudenn teknikel a zo bet neuzen ez eus bet c'huitet 2 vunutenn ag an enrolladenn: Jean a oa o lavarout e penn kentañ e oa un nebeut studierien dirak ar Skol-Veur, hiriv eo digoret ar Skol-Veur evit an implijidi gopret hepken. Lavaret en doa ivez penaos e kav dezhaén emañ kalz pouezhusoc'h derc'hel get ar stourm, ur stourm hollekoc'h, evit bout gouest de dremen an arnodennoù).

Ar sizhun 'mañ e vo laret hirroc'h a-zivout ar c'hleñvedoù.
El kustumm e vez lennet ar lizher get Jo Morvan. Memes hani evit ar wech paset, pezh 'zo ez eus kement a dra da laret e vo lennet ur wech c'hoazh, evit ar plijadur, hag evit komz à-ziar ar c'hleñvedoù, ha penaos e veze graet e-pad ar brezel braz. Daniel Carre n'eus labouret e-pad ur prantad mat deus e vuhez àr skridoù Loeiz Herrieu, Ar benn me glin e skrivan deoc'h, selaouit da benn kentañ an abadenn !

Redadeg 2018 : an destenn kaset er vazh-test a zo bet skrivet get Yann Fañch Kemener. Skignet oe bet ar mintin 'mañ, selaouit da 19' evit klevout anezhañ o lenn e skrid.

Hag alies a wal e Breizh e vez kavet anvioù familh, hag a zo anvioù bihan ivez. Hiriv e ouiimp muioc'h à-ziar an anv Tangi, get Serj Bozeg Ar-dreñv ar gerioù, selaouit da 25'

Sois sage reine-May zo ur romant bet skrivet gant Colline Hoarau. Embannet eo bet gant an ti embann Dedicaces deus Bro Gebeg. A orin eo ar skrivagnerez deus enezenn ar Reunion. O chom emañ ba St Jili ar C'hoad etre Gwengamp ha Pontrev. Emann o teskiñ brezhoneg. Aterset eo bet gant Mlaure Groix, ma faot deoc'h selaou an atersadenn e vo ret mont betek 30' àr a podkast 'mañ

Tonioù :
-Denez Prigent ha Yann Tiersen, Va Hent

Kas ur gemennadenn