Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 16.05.2018

45 munut

Ar vuhez en ur soumariñ, 1950-60.

Al lestr-spluj ArianeAl lestr-spluj Ariane

Gant : Korantin Gwlagen

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Hiriv vo preget deus al listri-spluj, ar bagoù dindan ar mor, pe ar soumariñioù, ma keret. E pad pell amzer eo bet un huñvre ken braz evit mab den da veajiñ dindan ar mor hag an hini da vont en egor. A lestr-spluj brudetañ a chom marteze unan hag a zo bet ijinet : Nautilus ar c'habiten Nemo e levr Jules Verne. Dibaoe eo deut an huñvre da wir : posubl eo mont don a walc'h war zu strad ar mor. Ha koulskoude 'n eus ket kalz a dud hiriv an deiz a c'hell lâret int bet meur a kantad a vetrad dindan gorre ar mor. Mez Korantin Wlagen a zo en o zouezh. Kontiñ raio deomp ar vuhez en ur soumariñ an arme er bloavezhioù 1950-60. Un abadenn gant Tunvezh Wlagen-Grandjean.