Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 16.05.2018

2 vunud

Penaos 'mañ kont gant an arnodennoù 'ba Roazhon?

Gant : Herve Bihan

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Sañset 'vo dalc'het arondennoù an eil c'hwc'hmiziad warc'hoazh 'ba Roazhon 2. Distanket eo ar skol-veur abaoe dilun beure 'pa 'oa deuet poliserien da lakaat 'maez ar studierien a chome 'barzh. Mil studier warn-ugent 'neunt da dremen 'nezho. Hervez prezidant Skol-Veur Roazhon eo aozet ar prantad 'vit ma drofe mat an traoù: vijiled 'zo gopret 'vit evezhat ar studierin 'deuio da dremen an arnodennoù: kartenn anv, certifikad skol ha kartenn studier 'vo goulennet 'vit gellout mont e-barzh ar skol-veur. Ar studierien 'zo a-enep al lezenn ORE, parcoursup, n'emaint ket a-du 'vefe dalc'het an arnodennoù. Hervez 'pezh 'zo embannet ganto 'vo dalc'het oberennoù ha stenn 'vo ar jeu 'benn arc'hoazh. Selaouomp soñj Herve Bihan, rener dept Brezhoneg, 'ba skol-veur Roazhon. Gant Erwan Blanchard.