Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 17.05.2018

50 munut

Liv an Amzer

Gant : Noe Ar Veilh

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Daou ezel klub waveski Douarnenez a zo bet dibabet evit kemer perzh e skipailh Frañs ar bloaz-mañ. E miz Imbril oa ur c'hampionad er Sables d'Olonne get gwellañ waveskierien ar vro. Ar sport-se eo ur meskaj etre surf ha kayak. Evit mont war ar gwagennoù e vezer korzezet ha staget d'ar blankenn surf, ha mont 'rit àr raok en ur roeñviñ. Noé ar Veil, a klub Douarnenez, a zo bet dibabet evit mont da gampionad bedel 2018 e rummad ar re yaouank. Lâret a ra pezh eo ar « waveski » doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean, hag radio Kerne. Selaouit an atersadenn adal 37'

« Temz » 'zo ur ge implijet get an dud àr ar maez, setu ur rubrikenn bet prientet get Marko, Gerioù ar Vuhez. Da 14'

Izan Belz n'eus choazet tonioù hag Armenia, muioc'h de selaou e penn kentañ an abadenn !

« Ni juge ni soumise », get ur varnerez enklask (juge d'instruction) a V/Beljik, un teul-film mod Strip-tease an hini eo, selaouit ar gronikenn Sinema da 26'

Tonioù :
- Faya Gur, La Ganjah (rond de st vincent)
- Jamiroquai, Capricorn Day
- L'homme Paille, Son ta la red

Kas ur gemennadenn