Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 06.06.2018

52 vunud

Liv an Amzer

Gant : Erwan Hemeury, Brendan Corre

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

« Degas ar sirk en ur lec'h ma n'eus ket sirk »
"Quartier détourné" a zo anv an arvest a vo kensavet get Galapiat Sirk. 
Ar gumpagnunezh a-vicher he deus en em staliet e-kreiz karter Bolumet. 350 a dud a zo é chom er c'harter-sen, e su Pondi. Setu ur rakres kaset da benn get sikour kêr Pondi, ar servijoù sokial ha servij ar sevenadur e Bro Pondi. Meur a emgav a zo bet lakaet. E miz Ebrel hag e miz Mae o doa izili ar gumpagnunezh tremenet ur sihuniad e-kreiz ar c'harter.
E fin miz mezhewen e vo kenniget en ofisiel an arvest evit mat.
Pedet eo an holl da gemer perzh, pe vehe dre skrid, dre sonerezh pe en ur zeskiñ ober sirk. Kinnig a reomp deoc'h selaou doc'h daou ezel ag ar gumpagnunezh Galapiat Sirk. Selaouit adal 33' en enrolladenn ! Klikit a-us.

Ha gouzout a rit penaos e vehe ar vuhez hep ar loar ? Reskontoù a vo roet deoc'h tuchant, get an aotroù Belleg, Ar Hentoù an Antroposenn ! Da 21'

Ni laray hirroc'h a-ziar an depresion ivez. Petra eo ar c'hleñved se ? Hag-eñ emañ pouezhus krogiñ de gemer louzoù ? Penaos gober ? Ni grogay de reskont get Gael Pedron ar vedisinez, da 6' en abadenn.

Desket e vo ur gêr nevez, a anavit sur mat met aze ez imp dont de c'houied petra 'sinifi Pouezh, er rubrikenn Gerioù ar vuhez. Da 10'

Piv int, Les Cowboys Fringuants ? Setu un tamm displegadenn get Gael le Du, er gronikenn Tonioù Trips, selaouit da 26'

Un dro lavar dibar, Teñzor ar brezhoneg komzet get RKB e penn kentañ an abadenn !

Tonioù :
- Laboratorium Piésni, Vecherai Rado
- San Salvador, La Parole Errante
- Les Comboys Fringuants (kronikenn Gael Le Du)
- Magic Gavotte, Kendirvi
- James Brown, Sex Machine

Kas ur gemennadenn