Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 11.06.2018

33 munut

Liv an Amzer

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Ur priz 'zo bet roet da La Marmite Bretonne
Un embregerezh, hag a dreusfurm, a alej legumaj ha frouezh hag ar vro 'ni eo. Lec'hiet eo e Plougouvelen, nebell hag An Alre.
Soubenn, fourmaj, pastez get legumaj, gwinizh pe yod get frouezhaj. Setu peadra lipous de gavout get Loic de Feraudy hag Elizabeth Plassard. Ar pal eo ober ar sekredoù get produioù bio, gounezet hrevez an amzer hag er vro. Ar pezh brav eo ar fed o defe ur sistem de gelaouiñ an dud àr pep danvez resis a gaver er produioù gwerzhet gete. Evit en ober o deus ijinet ur sistem d'o brudiñ dre ar rouedad ha dre ur QR kod hag a zo àr bep tikedenn pep produ gwerzhet gete. Un dra ha n'eus ket he far e Frans c'hoazh. A-c'houde ar penn-ketañ o deus bet c'hoant lakaat ar beizanted hag o fourchaserion àr-wel. Ur priz, savet get an ajans vroadel bio o deus bet neuze evit kement-se deus ket pell 'zo e salons ar labour-douar e Pariz.
lamarmitebretonne.bzh de gaout muioc'h a ditouroù, ur gont fb 'zo ivez.
Selaouit an atersadenn get Yaelle ar Mouel adal 20'

Chalet braz emañ ur bochad tud a gaoz da varv ar gwenan. Ar sizhun paset e oe ur vanifestadeg kaset get ar wenanerien de c'houlenn e vehe graet un dra benneg. Lod aneze o doe kollet 80 % ag o gwenan. Kristof a ginnig sevel ruskennoù foran e bep gumun maeret get an tiezh-kêr aveit bout un test ag an natur. Selaouit ar gronikenn da 16'

De-keñver an Ainoued, n'hellamp ket gouzout evit gwir pegoulz int erruet àr an enezenn. An Ainoued, setu ur pobl arall, de zizoloiñ, ur c'hinnig get Benjamin Bouard, setu eil lodenn ar gronikenn àr an Ainoued. Selaouit da 11'
Ar lodenn gentañ da selaou e podkast ivez, hini ar lun 4/06 !

Bremañ emaomp o vont beteg ur mare lec'h ma veze ivez ur labour gwriziañ a-feson, met ni glevay kentoc'h penaos e veze aozet ar gevredigezh da vare fin an impalaeriezh roman ha kentoc'h er grennamzer. Relegoù an Istoer a zo ur gronikenn a c'hellit selaou e penn kentañ an abadenn.

Tonioù :
- Sona Jobarteh, Ganbia
- Xavier Rudd, Honeymoon Bay

Kas ur gemennadenn