Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 12.06.2018

52 vunud

Liv an Amzer

Gant : Christian Ar Meut, Yann-Vari An Harridon, Fa Ribaud

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

Priz lennegezh Sten Kidna a zo bet roet disadorn. Da Mich Beyer, evit he roman Troiad an Ifern. Christian Ar Meut en doe respontet da goulenn Tomaz Laquaine ar mintin 'mañ, selaouit an eskemm da 12'

A c'houde 40 vloaz bremañ 'vez kinniget sonadegoù hag abadennoù a-bep seurt get sal Run ar Puñs e Kastellin. E 1978 e oa deuet ar gevredigezh Rapass d'en em staliañ er plas-mañ evit sevel ur sal « kafe-koñsert ».
Daou vreur a zo perc'henn àr ar feurm kozh, Jakez ha Yann-Vari an Harridon. Dispartiet en an tiriad en daou. Nevez 'zo 'neus laket Yann-Vari e lodenn da werzhañ. 'Blamm da se eo staget ar gevredigezh da rastellat arc'hant àr Internet. Ar pal a zo kaout argant da brenañ tachenn Yann-Vari.

Ar-dreñv a gerioù, klevet e vo hirroc'h a-zivoud « Mahleu » hiriv, get Serj Bozeg. Selaouit da 26'

Petra eo an internet a benn ar fin ? C'hui oar marsen penaos implijout an ostilh-se. Met petra eo resis ? Ur rouedad ? Un lec'h evit ar marmoused vihan ? Respontoù get Morgane Bramoullé, da 22'

Ar benn me glin e skrivan deoc'h, kronikenn Daniel Carre ha Jo Morvan :
Jo a lenn lizherioù Loeiz Herrieu, skrivagner kaset àr an talbenn a-hed ar Brezel Braz. Kas a rae lizherioù d'e vreg Loeiza tost bemdeiz. Ar sizhun paseet ez eus bet skignet kentañ lodenn ar lizher skrivet d'ar 6 a viz Eost 1917, Anna pe Mona a zo mignonez d'ar c'houplad Herrieu, emañ e soñj dimeziñ get Bernard (eil lodenn) selaouit e penn kentañ an abadenn ! Ar lodenn gentañ de selaou dre podkast dimeurzh 5 a viz Even !

Tonioù :
- Bitraak, Rond Sant Vincent
- La Gossa Sorda, Esbarzers

Kas ur gemennadenn