Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.06.2018

2 vunud

Renevezet eo Domani Menez Meur 'ba Hanveg!

Gant : Katell Guillou

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Ar sizhun 'mañ 'vo digoret dorioù domani Menez Meur en-dro, klinket ha nevez flamm 'vit degemer gwelloc'h an holl dud 'ya da welout al loened 'ba Hanveg. Pevar bloavezh labour 'zo bet 'vit reneveziñ ul lodenn eus ar savadurioù 'zo war an domani; en o zouez an ti-feurm pedagogel ya en-dro dija. Pemp million a euroioù 'zo bet postet 'bal labourioù se. Un tamm tro 'bar savadurioù nevez gant Katell Guillou, 'zo karg eus ar c'hententiñ 'ba Park an Arvorik 'zo perc'henn war Menez Meur.
Adalek diriaou hag a-hed fin ar sizhun 'vo gouel 'ba Menez Are. Kinniget 'vo ur bern atalieroù, pourmenadennoù, koñsertoù 'vit lidañ Domani Menez Meur mod nevez.
Katell Guillou gant Erwan Blanchard