Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.06.2018

2 vunud

Deskiñ war ar brezhoneg e ... saozneg 'ba Kemper!

Gant : Gary; Sollieg German

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gloaguen

Ur Skol-Veur Hañv a vez kaset er mare-mañ evit kelenn ar brezhoneg e saozneg. Enklaskerien, studierien ha kelennerien deus ar bed a bezh a gemer perzh e pad 15tez en un doare kolok war demm « glad sevenadurel ha yezhoniel Breizh ». Disanavezetoc'h e chom ar brezhoneg er bed e keñver ar yezhoù keltiek all.
Gary German, enklasker e Kreizenn an Enklaskoù Breton ha Keltiek (ar CRBC), 'n eus bet c'hoant da reiñ e blas d'ar brezhoneg er Skolioù-Meur diavaez da vro C'hall. Displegiñ a ra perag deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.