Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 14.06.2018

50 munut

Liv an Amzer

Gant : Christian Ar Meut, Elsa Corre

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

Elsa Corre a gan get Hélène Jacquelot : Duo du Bas 'vez graet hag an daouad.
Kanet o deus kalz abaoe ur 5 bloaz bennak. Hag emaint o prientiñ ur bladenn asambl.
Ma faot deoc'h prenañ pladenn Elsa hag Hélène e c'hellit en ober dre internet.
https://duodubas.jimdo.com Selaouit an atersadenn da 33'

Skarzhet ez eus bet Ajab Gul Baloch hag ar vro. Ar paotr a oe deus Afghanistan, aet kuit ker e oa en arvar. Goulennet en doe en Alamagn, e-raok dont e bro Frañs de vout degemeret, pezh oe bet nac'hed, hag e bro c'hall ivez. Christian Ar Meut en doe heuliet an afer, aterset eo bet àr-eeun da vintin get Tomaz Laken. Setu ar liamm ma faot deoc'h lakaat ho sinadur:
https://www.amnesty.fr/refugies-et-migrants/petitions/halte-aux-expulsions-vers-lafghanistan
Selaouit an eskemm da 8'

Open the Border get Mikael Baudu ha Human Flow get Ai Weiwei. 2 film a-zivoud ar memes tem : ar repuidi. Selaouit kinnig Sinema Yann-Klaod ar Ruyet da 25'

Nag un doare brav de grogiñ an deiz (pe da echuiñ an devezh!) get La Felicidad Completa, ur choaz brav bet graet get Izan Belz da selaou e penn kentañ an abadenn.

Gramp bremañ anaoudegezh get ur gêr un tamm ispisial, ken ispisial emañ diaes ijinañ e teu ag Breizh. Abostol 'ni eo, Gerioù ar vuhez, ur gronikenn kinniget get Tomaz, selaouit da 20'

Tonioù :
- Paul Rishell hag Annie Raines, Kansas City Blues
- M.I.A., Borders
- Duo du Bas, Robardig (un tañvañ hag ar bladenn nevez!)
- Earth Wind and Fire, September

Kas ur gemennadenn