Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 29.06.2018

2 vunud

En fulor emañ an dud nammet 'ba Frañs gant politikerezh ar gouarnamant en o c'heñver

Gant : Bernez Kerdraon

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Dalc'het oa, nevez 'zo, emvod meur an APF, deuet da vout France Handicap. Un emvod meur 'ba Montpellier lec'h ma 'neus embannet sklaer prezidant ar gevredigezh 'zo 'vit difenn an dud ampechet e soñj da dud gouarnamant Bro-C'hall: ne vez ket doujet ouzh gwirioù an dud nammet ha war washaat e ya gant divizoù 'zo 'vel al lezenn Elan, setu 'pezh 'zo displeget deomp gant Bernez Kerdraon 'zo ezel ouzh France Handicap 'ba Penn-ar-Bed.