Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 05.07.2018

56 munut

Liv an Amzer

Gant : Katell Chantreau, Stephanie Stoll

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Strizh emzalc'h ar rektordi de geñver ar liseidi hag ar skolajidi Diwan o deus tremenet arnodennoù e brezhoneg (pa ne oent ket aotreet), fuloret ruz an dud, manifestadegoù ez eus bet ar sizhun 'mañ ha n'eo ket echu. Muioc'h da glevout get prezidantez Diwan Stephanie Stoll, a ro d'ar re a fell dezho emgav e Karaez hag e Kemper d'ar sadorn 7/07

Setu amañ ar sinadeg da souten ar liseidi: https://www.change.org/p/bak-e-brezhoneg-bac-en-breton

Treuskas ar brezhoneg er familhioù.
Setu danvez ur labour kaset get Katell Chantreau en arbenn ag un dezenn. C'hoant he deus kompren ma vez komzet brezhoneg get ar brezhonegerion d'o bugale, perak, ha penaos e reont. An dra-se a zo anat evit lod ha n'eo ket ken anat evit tud arall. Evit kas he studiadenn da benn ha monet pelloc'h he deus Katell afer a gavout sifroù. Neuze he deus lakaet ur goulennaoueg en linenn, ha pediñ a ra an dud da gemer perzh. Hiroc'h hi deus laret doc'h pellgomz Yaelle Ar Mouel, da 15'
Setu ur liamm da respont d'ar goulennaoueg: http://www.treuzkas.net/goulennaoueg

Tonioù:
- Duo Menguy/Berenguer, The forgotten jig
- N'Diaz, Kloar
- Lyra, Piya
- Pevarlamm, Get an hent
- Spontus & Manu Sabaté, Valse du chant du coq
- Beat Bouet Trio, Matelin le gangsta
- JMK, Esperanza
- Toko Telo, Manoro
- Djelimady Tounkara, Senelalou

Kas ur gemennadenn