Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Gouel an Erer Kozh 2018 - Pennad skignet d'ar 20.07.2018

60 munut

Erer Kozh 2018: lañset eo ar gouel!

Olli & The Bollywood OrchestraOlli & The Bollywood Orchestra

Gant : Yann-Ildut Galliou, Tangi an Dreo, Maina, Jeanne, Jeanette, Dewi, Juluen Marzin, Ollivier Leroy, Kavita Baliga, Dom Duff, Anna Lomig

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen, Jean-Pierre Le Guyader, Enora Molac

Setu un abadenn àr-eeun hag Karaez, kaset get animatourion ar radioioù e brezhoneg, kelennerion ha liseidi Karaez. Un euriad bemdeiz àg ar gwener beteg ar sul da reiñ deoc'h un tañvañ àg brasañ gouel Breizh.

Julien Marzin a labour evit ar Fiselerezh, asamblez get tud all e ra àr-dro leurenn Gwernig Gouel an Erer Kozh, deuet eo da eskemm e-pad an abadenn, a-zivoud ar leurenn ispisial-se hag a ro an tu d'an arvesterion dont da welet strolladoù brav n'int ket anavezet e Breizh. Selaouit da 5' en enrolladenn a-us.

Frañsoaz Nyssen, ministrez ar sevenadur e gouarnamant bro Frañs a zo deuet beteg Karaez, setu m'o deus sourmerion evit ar brezhoneg en em vodet e kreiz-kêr Karaez digwener vitin, ha goulennet un emgav ganti. Muioc'h da c'houzout adal 16' get reportaj Tunvezh Wloagen-Grandjean.

Bollywood, setu tem an Erer Kozh ar bloaz 'mañ, hag ar strollad n'oe sonet an hini gentañ diriaou a zo Olli and the Bollywood Orchestra. Setu ur raktres get Ollivier Leroy ha sonerion àg ar Stadoù-Unanet hag deus India. Aterset hon oe anezho e saozneg, troet an traoù e brezhoneg, da 26'.

Skipailh lise Diwan n'oe labouret start ar bloaz 'mañ, ha Jeanne, Dewi, Maina ha Janette a zo aet a-hed ar festival da zastum mouezhioù an dud. Heñchet e oent get Yann-Ildut Galliou ha Tangi An Drev, kelennerion àr ar brezhoneg hag ar fizik-kimiezh, bet cheñchet kasketenn evit 4 devezh da vezañ reportajourion radio. Dom Duff n'oe darempredet gete. Aet int ivez da welet Paolig, Anna ha Lomig, arvesterion er gouel. Selaouit da 35'.

Yann-Bêr Gwiader n'oe tapet e enroller ivez da vont da welet bochad tud er gouel, en o zouez Vincent Abaziou, eil-maer en ti-kêr Karaez. Setu un doare da zistreiñ àr istoer ar gouel hag e blas er vro. Selaouit an atersadenn da 46'.

Un abadenn kinniget get RKB, RBG ha Radio Kerne.