Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Gouel an Erer Kozh 2018 - Pennad skignet d'ar 22.07.2018

59 munut

Gouel an Erer Kozh 2018 : devezh ar sul

NokkenNokken

Gant : Yann-Ildut Galliou, Tangi an Dreo, Maina, Jeanne, Jeanette, Dewi, Glanon, Jonathan Dour, Jean-Daniel Bourdonnay, Jérome, Viviane, Mathew Spikes, Loeiz Salomon, Maelan Joubin

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen, Jean-Pierre Le Guyader, Enora Molac

An Erer Kozh, brasañ gouel sonerezh e bro C'hall, a vez e brezhoneg evit un eurvezh, gant an abadenn radio war-eeun deus ar gwener d'ar sul.

En trede abadenn, savet d'ar sul, e vez klevet :

Klevet vo, ouzhpenn ali buhezerien an abadenn war c'houel 2018 an Erer Kozh, hini un arvestourez, Glanon, bet aterset gant Maina ha Jeanette. 12'

Ar raktres Nokken, etre ar pevarad breizhad Dour-Le Pottier, brudet mat bremañ gant o sonerezh kerden ar-nevez, ha div ganourez skandinavia. Aterset eo Jonathan Dour gant Enora Molag. 14'

Jean-Daniel Bourdonnay a zo perzh e skipailhad programmiñ leurenn Gwernig dibaoe ma zo deuhouti. Gantañ vo dizoloet an arzhourien bet dibabet evit ar sulvezh. Gouelet vo war sonerezh ar strollad Yüma deus bro Dunizia. 23'

Kendalc'het eo Yann-Bêr Gwiader d'ober tro tachenn ar gouel da glask war lec'h tud a youll-vat. En em gavet eo gant Viviane ha Jérome, a far krampouz evit ar gevredigezh « Aksion, Justis ha Peoc'h ». 32'

Mathew Spikes eñ n'eo ket paotr a youll-vat. Implijet eo e pad div sizhunvezh gant an Erer Kozh evit ober war dro a bep seurt traoù, evel ma vo lavaret gantañ deus mikro Yann-Ildut Galliou. 38'

No Land a zo ur raktres sonerezh savet gant ar son-aozer bro Roazhon Olivier Mellano. Goulennet 'n eus digant sonerien bagad Saozon (Cesson) seniñ un doare sonerezh ar-nevez, asambles gant ar c'haner Brendan Perry. Loeiz Salomon, talabarder er bagad a hell preg deus ar raktres-mañ deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean. 43'

Maelan Joubin a oa er gouel evit lakat brezhoneg war dachenn ar Erer Kozh, asambles gant ar gevredigezh DAO. Aterset eo bet gant Dewi ha Jeanette. 52'

Un abadenn kinniget gant Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Kerne.