Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ar bed o treiñ - Pennad skignet d'ar 10.08.2018

5 munut

Studiañ an Eil Brezel Bed gant roudoù arkeologel

Pennad-komz kaset da benn gant : Laëtitia Fitamant

Ar furchadegoù bet aozet tro-dro da Pegasus Bridge, nepell ouzh Caen, e Kalvados, a zo bet kaset d'o disoc'h n'eus ket keit-se. Emañ ar pont brudet-se war ar stêr Orne, ha dre ar pont-se 'oa bet aozet donedigezh an C'hevredidi en Emgann bras evit adc'hounit Normandi. Ar 6 vet Division breizhveuriat eo 'oa arru eno da gentañ.