Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ar bed o treiñ - Pennad skignet d'ar 13.08.2018

5 munut

Ford, Volkswagen hag o sindikalerien

Pennad-komz kaset da benn gant : Laëtitia Fitamant

Ford ha Volkswagen o deus roet o micherourien-sindikalour da juntenn-arme Arc'hentina..
E fin miz Kerzu e oa digoret ur prosez diembann e Arc'hantina: hini ar sternourien o deus labouret evit Ford etre 1976 ha 1983. Petra a zo lakaet war o chouk? Tamallaet zo dezhe bezañ aozet ur c'henwallerezh gant an diktatouriezh-lu. Er prantad-se 'oa aet diwar-wel e-tro 30 000 keodedour (an desaparecidos), 15 000 all 'oa bet andishaet gant ar gouarnamant, 9 000 inskrivet evel prizonnidi politikel, ha 500 bugel zo bet laeret.