Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ar bed o treiñ - Pennad skignet d'ar 13.08.2018

2 vunud

Riley, ki er mirdi

Pennad-komz kaset da benn gant : Laëtitia Fitamant

Merourien ur mirdi e Boston o deus tutet Riley en o skipailh. Er fin, tutet,ma c'heller lâret an traoù evel-se, peogwir ez eo ki, Riley. Ur c'hi-hemolc'h pe 'chien braque' e galleg. Ne vo ket gopret Riley dres evel an implijidi all. Karget 'vo hor mignon oadet a zaouzek sizhunvezh evit poent, da ziwall ma ne dosta ket familhoù loened bihan zo un tammig re dost ouzh al livadurioù.
Goude detektiñ an drammoù, ar c'hrignoù bev, an armoù, ar moneiz faos e vefe gouest ar chas da glevet an arvevadoù, ar parasitoù evel ar preñv-dilhad: mont a reont e lien al livadurioù d'ober o frikoioù ma vezont lezet da ober. Hag ur pikol kudenn int er mirdioù.