Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ar bed o treiñ - Pennad skignet d'ar 13.08.2018

3 munut

Ar Brexit hag ar skiant

Pennad-komz kaset da benn gant : Laëtitia Fitamant

Ar Brexit hag ar skiant ne rint ket un eured gwall vrav. Abaoe m'eo bet choazet gant an tu krenvañ eus annezidi-voterien ar Rouantelezh-Unanet d'en em zizober eus Europa e vezont diwisket en un eil doare: tec'hout a ra kuit ar skolveuridi eus ar vro. N'eo ket ar Brexit en pleustr c'hoazh m'he deus kollet ar vro 2 130 klasker e 2017. 'Brexodus ar pennoù' a reer eus ar finvadenn graet gant ar Saozon diplometañ war-zu broioù all, er gazetenn The Independant.