Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ar bed o treiñ - Pennad skignet d'ar 13.08.2018

3 munut

Vintage lous

Pennad-komz kaset da benn gant : Laëtitia Fitamant

Ur prof ampoezonet a rit pa lezit ho c'hoarielloù kozh d'ho pugale pe da vugale ho pugale. Ur soñj vrav 'oa deuet deoc'h da gentañ koulskoude: fiziañ enne teñzorioù ho yaouankiz tenerañ.
N'eo ket c'hwi, ma n'oc'h ket skiantourien, a c'hell kompren ar gwall graet evel-se. Pe pas penn da benn ma n'oc'h ket kimiourien.
A-viskoazh ho peus kavet dommaj gwelet ho mignoned lakaat ar c'hirri-tan bihan, al loened-feur ne c'hoarie mui o bugale gante er pod-lastez. Gant ur sell all e c'heller gwelet se e-giz un choaz leugn a furnez. Kas ar c'hoarielloù d'ur rumm bugale d'egile a dalvez ampoezoniñ an holl.