Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Liv an amzer - Pennad skignet d'ar 20.08.2018

61 munut

Liv an Amzer

Gant : Mael Ausias, Yulia Borisova, Yann-Klaod Ar Ruyet

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Stalioù goulo ez eus e kreiz-kêr Rostrenn, n'eo ket a-gaoz da se e rankfemp o lezel da vont da get. Setu m'em lakont un nebeut arzourion da livañ anezho er mare 'mañ, ha d'ober krouidigezhioù tro-dro d'an endro. Er prantad 'mañ e vez lakaet e plas atalieroù get Metalocaux, ha tud yaouank em gav ivez e kampoù aozet get an Ubapar evit kemer perzh e atalieroù radio, arzoù-kaer pe c'hoazh c'hoariva. Muioc'h da glevout get Mael Ausias, renerez ar c'hamp tro 35' en enrolladenn a-us!

Ne vez ket komzet brezhoneg e Breizh hepken. Brezhonegerien az a da vevañ e lec'hioù all, pell a-wechoù! Padal marsen n'hon oa ket soñjet en dra-se naken: n'eo ket un diaspora met ur c'huriusted hag a ta hag an estrenn-vro evit ar brezhoneg. Pegen plijus klevout Yulia Borisova o komz brezhoneg, ur yezh bet dizoloet ganti 8 vloaz 'zo bremañ. Selaouit an eskemm get Yann-Klaod ar Ruyet, bet beteg Rostov (e norzh Moskov) d'he atersiñ. Tro dro da 15'

Kas ur gemennadenn