Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 27.09.2018

13 munut

Devezh bedel ar re vouzar

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé

Bep pevare sadorn e miz Gwengolo e vez aozet devezh bedel ar re vouzar e pep lec'h er bed. Ar bloaz-mañ e vo d'ar Sadorn 29 e Kemper evit ar pezh a sell deus Breizh.
Sylvie Thomas, kenbrezidantez strollad ar re vouzar e Penn ar Bed, a zo ganeomp evit displegañ deomp orin an devezh-mañ ha stourm ar vouzared hiziv an deiz. Ken fonnus eo bet ar pennad kaoz e vo un abadenn hiroc'h diwar benn istor yezh ar sinoù, ar skol evit ar vugale vouzar hag ar c'hengred etrebroadel etre ar c'hevredigezhioù tud bouzar.
Jubennet eo an eskemm gant Maelc'hen Laviec.