Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn 2 vunutenn evit kompren - Pennad skignet d'ar 19.12.2018

3 munut

2 vn perak eo ken diaes ezvoudañ ar sifern

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé

Setu erru eo mare spontusañ ar bloaz. Mare ar sifern ! Vaccin ebet, hag estreget ur banne dour tomm, mel, sitrons ha rhum, 'neus ket a louzoù efedus kenebeut !
Padal eo anavazet ar c'hleñved abaoe mare an Ejipt kozh da nebeutañ. Ha n'eo ket souezhus : bep bloaz eo tapet un den gour gant ar sifern etre 2 ha 4 gwech, hag ar vugale a c'hell bezañ siferniet betek 10 gwech ar bloaz.