Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn 2 vunutenn evit kompren - Pennad skignet d'ar 19.12.2018

3 munut

2vn evit kompren perak n'hon eus ket a eñvorennoù a-raok 4 bloaz

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé

Peurliesañ ne talc'homp ket soñj deus hor buhez a-raok 4 bloaz, ha nebeut tre a envorennoù hon eus etre 6 hag 8 vloaz. Ha perak 'ta neuze ?
Normal eo disoñjal evel just hag eo diaes-tre derc'hel soñj deus un amzer ken kozh hag ar bugaleaj bihan. Met hor bloavezhioù buhez kentañ a ro deomp nebeutoc'h a eñvorennoù eget dleet pa kemeromp e kont an dregantad a ankouadennoù normal.