Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 19.12.2018

24 munut

Far Waste, ar c'hap dilastez

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé

Skarzhet 'vez 360 kilo a lastez bep bloaz gant pep annezad e Frans. Div wech muioc'h eget 40 vloaz zo ! Al lodenn vrasañ deus al lastez 'vo douaret pe devet. Padal ez eus doareoù simpl da broduiñ nebeutoc'h a lastez ! Claire Carioù, plac'h ar c'hap, zo o paouez sevel ur chadenn Youtube a ro alioù ha rekipeoù simpl evit kregiñ ganti. Anvet eo Far Waste.
Un atersadenn gant Vorgane Bramoullé.