Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 24.12.2018

45 munut

Maksim Touze, eus Normandie da Zouarnenez

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad

Dibaoe daou vloaz bremañ, emañ o chom Maksim Touze e Douarnenez.
Tapet ur post kelenner war an istor hag ar brezhoneg e skolaj-lise Jean-marie Le bris.
Maksim Touze a gelenn brezhoneg ivez ba Kastellin, teir eurvezh a vrezhoneg bep sizhun.
Gant ur brezhoneg flour Maksim a gont deomp e vuhez stourmer, hag e eskemmoù gentañ gant ar vrezhonegerien.
Ma z'eo paotr an UDB bet splujet da vat barzh bed ar brezhoneg, n'emañ ket ganet, na desavet ba Breizh.
Ar politikerezh a zo ivez un tamm mat deus e vuhez evel just. O stourm emañ e-barzh an UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh.