Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 28.01.2019

43 munut

Jos an Taro, bet 25 vloaz o labourat e tachenn ar c'hirri-nij e Pluguen

Tachenn ar c'hirri-nij Kemper-PluguenTachenn ar c'hirri-nij Kemper-Pluguen

Gant : Jos An Taro

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad

Jos an Taro a zo ganet e Loktudi, met deuet eo da Bluguen da chom pell 'zo. Bet eo bet o labourat e tachenn ar c'hirri-nij du-hont e-pad 25 vloaz. Hag e-pad 25 vloaz 'weler kalz traoù 'vat ! Ispliket 'neus da vBenjamin Bouard petra oa e vicher da neuze ha penaos oa cheñchet an traoù tamm-ha-tamm.
Evit ar wech tout 'neus anveet an "aerodrom" ivez ha dalc'het 'neus soñj memes deus an dachenn a oa a-raok, deus ar "c'hañ" e-giz 'veze lâret deuzouti gwechall. Dalc'het 'neus soñj deus an Alamanted o doa kemeret an dachenn e-doug ar brezel, pe deus ar bomb a oa bet lakaet dindan ur Foker e 1974 ... Ma, ur bern traoù 'neus da gontañ deomp neuze !