Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 07.02.2019

90 munut

Yaou 7 a viz C'hwevrer

Gant : Marie Breton, Samuel Julien, Jean Floc'h, Emilia Bellezit

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

Hiriv oe bet lakaet ar gaoz àr an droiad tresadennoù-vev C'hwezh vat ar c'harotez hag Azur & Asmar, kaset get Daoulagad Breizh ha Dizale. Skignet e vezont un tammig e pep lec'h er bed ha pedet bugale ar skolioù divyezhek ha diwan d'o wellout. Selaouit doc'h an atersadenn tro 20'

Jean Floc'h ar sonour akordeon en doe displeget doc'h mikro Tomaz Laken ag RKB penaos e vez graet an tonioù etre an tonioù, selaouit da 47'

Kronikenn Barzhaz nevez: Glenmor 'vez klevet, àr un enrolladenn bet graet e miz Even 1990 (tost 30 vlez 'zo) get RKB. Selaouit ar gronikenn kinniget get Tomaz, da 1e17

Ar skozeg a zo o vonet diàr-wèl. Muioc'h a zisplegadennoù 'vez roet get Benjamin Bouard ag Radio Kerne, da 12'

Teñzor ar brezhoneg komzet, da 45'

Tonioù:
- Julie Fowlis, A phiuthrag 'sa piuthar
- Ederlezi (kinniget get Emilia Bellezit)
- Fleuves, Le fil
- Lianne La Havas, Tokyo
- Nicola Cruz, Colibria