Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 11.02.2019

45 munut

Sac'hadoù-bleud kant kilo war ma c'hein !

Rod ar veilhRod ar veilh

Gant : Youenn Naour, Marcel Moysan

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad

Youenn Naour a oa e dad o labourat en ur veilh e Kerien gwechall ha mont a rae ingal da sikour anezhañ, da lemmañ div rod ar veilh pe da zegounen ar sac'hadoù-bleud d'un eil plas d'egile. Sac'hadoù-bleud kant kilo a oa-eñ gouest da gas gantañ war e gein ha ne oa ket 'met c'hwezek vloaz da neuze ! Met pa oa bet lakaet ar gouloù en tier, an "elektrisite", a-benn-neuze 'oa bet serret ar meilhoù. Setu oa dav cheñch micher ha neuze 'oa bet Youenn klask labour e-lec'h-all, er plasoù all, e Kemperle, en Oriant pe e-kichenn Paris. Ha kalz, kalz traoù 'neus kontet da vBenjamin Bouard ha Marcel Moysan, ya 'vat !