Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 14.05.2019

3 munut

Brest e Lig 1 melldroad en dro !

Gant : Leo Gwilherm Herve Loseg

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Gant skipailh ar Stade Brestois 'vo c'hoariet kampionad Lig 1 melldroad 'benn miz Eost en dro. C'hwec'h vloaz 'zo oa diskennet ar c'hleub e Lig 2. Hir eo bet an hent 'vit kaout an disoc'h gortozet gant milieroù a supporterien met digwener 'noz 'oa an devezh meur. Selaouomp reportaj Erwan Blanchard war blas : a-raok ar c'hrogad 'n oa gwelet Hervez Losseg, hiser Brest abaoe bloavezhioù.
Setu Brest e lig 1 goude bout c'hoariet 37 devezh neuze. Gounezet 'zo bet ganto 74 poent. En eil plas en em gavo Brest e fin ar c'hampionad, just war lerc'h FC Metz (Messss). Metz, Lec'h yaio Brest da c'hoari devezh diwezhañ ar bloavezh 'mañ. Ha 'benn miz Eost 'vo kleuboù 'giz ar PSG, Marsilha, Lyon, an Naoned ha Roazhon 'vo gwelet war dachenn Francis-Le-Blé 'ba Brest 'vit brasañ plijadur ar supporterien.