Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 21.05.2019

2 vunud

Tri c'hard an 10 000 Euro rastellet evit da zDibab sevel e sontadeg

Gant : Tifenn Merien Brendan Gwilhouzig-Gouret

Pennad-komz kaset da benn gant : Melaine Looten

P'emaomp en ur maread dilennadegoù Europad, ma vez goulennataet gant lod stumm ar c'henlabour etrevroadel, ha plas ar broioù Europad en divizioù boutin, eo brav ober e soñj ivez war an doare da rannañ ar galloud e-diabarzh bro Frañs he unan. Gant ar c'hoant kaout ali an holl vretoned war an demokratelezh, emañ ar gevredigezh Dibab g'ar soñj lañsañ ur sontadeg. Deus peseurt politikerezh ha deus peseurt ensavadurioù o deus c'hoant ar vretoned ? Kompren an dra-se n'eo ket netra, ha setu pal skipailhad Dibab. Brendan Guillouzic-Gouret a zo deus mikro Melaine Looten en radio Naoned...
10 devezh a chom evit ober argant da argantiñ sontadeg Dibab dre al lec'hienn gKengo neuze.