Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 22.05.2019

45 munut

Da betra difenn feskennata ar vugale gant al lezenn ?

Gant : Manon Renault

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

A-benn nebeut marteze e c'hello bezañ difennet da vat da unan feskennata pe flac'hata e vugel.
D'ar merc'her 6 a viz Meurzh o deus ar Senedourien degemeret ar raktres lezenn kinniget dezho evit m'en vo skrivet sklaer er C'hod Sivil. Cheñch doareoù evit disevel ar vugale n'eo ket ken anat-se koulskoude, ha n'ouzher ket re vat, evit ar pep brasañ ac'hanomp, penaos ober mod all zoken. Peadra a zo neuze d'en em soñjal war hon doareoù, pa welomp pegen aes eo bezañ drouk gant ur bugel. Peseurt plas a roomp d'ar vugale er gevredigezh ? Ha peseurt cheñchamantoù braz a c'hellfe bezañ degaset fin ar gont ma vefe cheñchet ar plas-se ? Setu ar preder a vo kaset a hed an abadenn-mañ asambles gant Manon Renault.