Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 23.05.2019

2 vunud

Diaes eo d'ar repuidi bezañ degemeret mat gant prefeti Penn-ar-Bed

Gant : Mari an Du

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Feuket eo Lig Gwirioù Bugel-Den (LDH) Penn-ar-Bed, ur wezh c'hoazh, dirak doareoù ar prefed. N'eo ket kustum e vefe aesaet an traoù gantañ d'ar repuidi o c'houlenn bod e bro C'hall, met evit ar familh-se deus bro Azerbaidjan e vefe aet re bell ganti. Kaset ha degaset e vez anezho dibaoe teir sizhun a gêr da gêr, a hostel da hostel, etre Brest, Montroulez ha Kemperle, a wezhoù diwezhat d'abardaez. Ouzhpenn Lig Gwirioù Bugel-Den a zo bet feuket gant an afer. Selvij ar sikourioù 115 a heulie o doser e Brest a zo en em lakaet e harz-labour dilun ha dimeurzh evit deusken o enebiezh da zoareoù ar prefed. Krizoc'h e seblant bezañ o stad sur-walc'h pa ouier zo kaoz aze deus ur familh tri bugel, an hini kentañ gant kudennoù kalon, an eil klañv gant un trizomi, hag an trede krouadur bihan c'hoazh. Lojet dibaoe ur sizhunvezh en un hostel deus kêr Gemperle, graet vez bremañ war o zro gant tud a bolontez-vat an LDH. Mari 'n Du a zo ezelez ar gevredigezh, a gont penaos eo int 'n eus renket kas ar familh azeri da Roazhon dimeurzh evit dezho gellet sevel o goulenn bod. An eil gwezh voe dezho mont da Roazhon, pa oa bet nullet an emgav kentañ d'ar mare diwezhañ ur sizhunvezh 'zo...