Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Naoned 'meus - Pennad skignet d'ar 01.06.2019

9 munut

Manifestiñ evit an hin : Atersadenn Gwendal ha Lilou

Pennad-komz kaset da benn gant : Marianne Vaidie

An deiz a hiziv eo emskiant ar re yaouank eus o dazont. Dibaoe meur a sizhun e vezont gwelet o vanifestiñ evit an hin. Skolajidi, liseidi ha studerien en o zouez. Lod anezho o deus c'hwitet war gentelioù 'zo met pouezus eo an abeg.
Gwendal ha Lilou, tredeidi e skolaj Diwan Sant-Ervlan, zo tremenet dre studio Radio Kerne-Naoned a-raok mont da vanifestiñ.