Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 03.06.2019

3 munut

Fest-noz politikel er C'hloastr-Plourin

Gant : Jakez

Pennad-komz kaset da benn gant : Tudual Karluer

Disadorn 'oa c'hoari paledoù ha fest-noz er C'hloastr-Plourin, 'tal-kichen Montroulez, aozet gant ar stroll Dispac'h. Ha tri fal d'an degouezh, mar plij: harpañ ar strollad e-unan, harpañ Skol Mod All Menez Are, savet er vro evit sikour repuidi, ha harpañ Skoazell Ruz Etrevroadel, kement ha degas arc'hant da brenañ danvez da gas da vro Rojava, er C'hurdistan, ma zo dalc'het stourm 'enep da daesh ha da stad Turkia. Displegadennoù gant Jakez, unan deus an aozerien, hag a zisplego deomp da gentañ pezh vez graet gant ar strollad Dispac'h. Gant Tugdual Karluer