Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 03.06.2019

2 vunud

Lein bio d'ober anaoudegezh gant peizanted kêrioù ar vro

Gant : Goulven Troadeg

Pennad-komz kaset da benn gant : Tudual Karluer

Dec'h beure 'oa roet tu da debriñ dijuni gant boued biologel en un toullad mat a diez-feurm e Frañs, war digarez gouel al laezh bio. Un 60 feurm bennaket 'oa digor, evit un degouezh aozet gant ar GAB, strollad labour-douar bio, kement ha desachañ an dud war blas, 'lec'h 'vez produet boued, ha mont e darempred gant ar beizanted. E bro Dreger 'oa digor an norejoù er GAEC Ar Frostailh e Kereven e Plonevez Moedeg da skouer. Ha fardet un 300 dijuni bennaket! Ur menaj ma oa 'n em staliet pemp den yaouank bloaz hanter zo. Goulven Troadeg zo unan anê, un tamm sell gantañ war an devezh, ha da gentañ hemañ da gontañ deus ar pezh zo eus ar GAB. Gant Tugdual Karluer.