Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 03.06.2019

45 munut

Kavalkad Skaer 2019

Kavalkad 2017Kavalkad 2017

Gant : Joël Huiban

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad

A-benn an 9 hag an 10 a viz Even 'vo ar C'havalkad e bourc'h Skaer. Tost kant vloaz 'zo vez dalc'het an dra-mañ, an hini kentañ a oa e 1923 ! Abaoe un nebeut a vloavezhioù ne vez ket renket 'met bep daou vloaz ken koulskoude. Met ingal eo ! Dont a ra kalz tud da Skaer kement-se evit an daou zevezh-se ! Se zo kaoz emañ tud Skaer o labourat stert c'hoazh, evit achuiñ sevel ar charioù bras a vo gwelet o pourmen e ruioù ar vourc'h.
Joël Huiban a zo 'chom e Kervegent hag ar bloaz-mañ neuze 'neus "degeremet" ur char en e garrdi. Kempennet eo bet ar c'hraou-moc'h ivez ha neuze en ennañ 'vez savet an tammoù polistiren a vo staget deus ar char goude. Bet eo bet Benjamin Bouard o welet penaos 'oa an traoù du-hont.