Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 06.06.2019

2 vunud

Ar stourmerien enep kreizenn gaz Landivizio a dremeno dirag al lez-varn d'ar 04/07

Gant : Meven

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Abaoe 8 vloaz 'zo stourmet a-enep ar raktres sevel un uzin d'ober tredan gant gaz 'ba Landivizio. 'Pezh n'a ket d'ar Stad, d'ar Rannvro ha d'ar prefed. Memestra 'oa roet lañs d'al labourioù penn kentañ ar bloaz-mañ gant Total-Direct-Energie 'zo bet fiziet enni sevel an uzin 'brodufe beket 400 megawatt ha mirout eus ur black-out tredan c'hoarvezout 'ba Breizh. Ur wech savet ar greizenn 'yafe 50 million a euroioù bep bloaz gant Total-DirectEnergie, kement-mañ 'pad ugent vloaz. War greskiñ ya ar gwask war ar re 'zo a-enep ar greizenn. Abaoe penn kentañ ar bloaz 'zo kaset muioc'h mui a dud d'an archerdi 'ba Landivizio 'vit bout goulennataet kar stanket 'neunt un hentig 'zo war bord an dachenn lec'h 'ma 'vo, sanset, savet ar greizenn 'pad un eurvezh bennaket. Meven 'yaio da lez-varn 'ba Brest 'benn ar 4 a viz Foenn. Muioc'h a displegadennoù gantañ ouzh mikwo Erwan Blanchard.
D'ar 4 a viz Foenn 'yaio Meven d'al lez varn. Un devezh souten 'vo aozet 'ba Brest adalek 1e30 goude merenn. Kenkas 'vefe goulennet gantañ hag e gamaladed paeañ ur c'hastiz 'vo ur gouel 'ba karter Sant-Martin 'vit dastum arc'hant.