Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 07.06.2019

2 vunud

Gant ar match Frañs-Korea 'vo roet lañs da Gib ar Bed melldroad merc'hed

Gant : Valérie Kervella

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

'Ba Bro-C'hall eo aozet Kib melldroad merc'hed ar bloaz 'mañ! 24 skipialh eus ar bed a-bezh 'gemero perzh 'ban 8vet Kib adalek warc'hoazh gant ur match etre Frañs ha Korea ar C'hreisteiz. 'Ni diwezhañ 'oa bet gounezet gant Stadoù Unaned, unan eus ar broioù lec'h 'zo bern merc'hed o c'hoari foot. 'Ba 9 kêr 'vo c'hoariet krogadoù, en o zouez Roazhon 'vo degemret enni matchoù etre Alamagn ha Sina 'benn disadorn, Jaron-Bro Skos 'benn ar 14 a viz Even pe c'hoazh Nigerai-Frañs d'ar 17 a viz Even. Evit poent 'ra berzh spontus ar gwerzhañ bilhedi, leun 'vo ar sportvaou 'pad ur miz benneket beket an dro diwezhañ 'vo war dachenn Olympique Lyonnais 'benn ar 7 a viz Gouere. Nevez awalc'h eo an interest 'vit ar football c'hoariet gant ar merc'hed 'ba Bro-C'hall. O cheñch 'mañ ar speredoù war ar seblant, n'eo ket gwelet ar sport se 'vel ur sport 'vit ar baotred hepken. O cheñch 'mañ bed ar foot ivez a)drugarez da gleuboù micherel 'zo bet savet ganto skipailhoù kreñv 'vel pezh 'neus laret Valerie Kervella, hiserez melldroad... Gant Erwan Blanchard.