Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 11.06.2019

2 vunud

Fañch ha Stal.bzh e Gouel Broadel ar Brezhoneg 2019

Gant : Tristan Nedeleg, Divi Kerneis

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard, Ifig

Tri devezh gouestlet d'ar brezhoneg! Setu 'pezh 'oa kinniget gant ar gevredigezh "Mignoned ar brezhoneg" e-kerzh fin ar sizhun dremenet 'ba Langonned. An eil gwech 'oa dezho aozañ 'pezh 'vo un darvoud a-bouez tamm ha tamm. Konsertoù, prezegennoù, pezhioù-c'hoari, fest-noz. stank eo bet programm ar festival. Hag ar blaz 'mañ 'oa lakaet war wel ar paotrig Fañch 'oa bet nac'haet d'e dud skrivañ e anvioù bihan gant un til war n, se 'zo kaoz eo bet lakaet da den a enor gant "Mignoned ar brezhoneg". Selaouomp Tristan an Nedeleg unan eus aozerien Gouel Broadel ar Brezhoneg enrollet war blas disadorn.