Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 25.06.2019

2 vunud

An hemokromatoz, kleñved genetek ar Vretoned

Gant : Roger Boser

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

E penn kentañ ar miz voe e bro C'hall ur sizhunvezh da lakaat war wel brasañ kleñved genetek Frañs. An dud klañv gant an hemokromatoz a vez o verniañ an houarn en o c'horf, ar pezh a c'hell bezañ dañjerus tre, ma ne vez ket kavet abred. Hep ma ouifer gwallvat dre benaos, en em gav lâr eo e Breizh lâr vez kavet ar brasañ dregantad deus ar re glañv gant an hemokromatoz e bro C'hall, asambles gant bro ar Gard, tro dro da gêr Nimes. Ma vez 1 den diwar 300 klañv gant ar re a houarn e Frañs dre vraz, e vezont 1 diwar 200 e Breizh. Roger Boser, hag a voe medisin e Ploeur betek nevez 'zo, an eus gwelet kalzig a dud klañv gant an hemokromatoz o tremen dre e gabined.